Skol Vreizh

Votre panier




Votre panier est actuellement vide.

   

Vous êtes ici : Accueil Komzoù brezhoneg Jean Moullec, deus Perret
Jean Moullec, deus Perret

Jean Moullec, deus Perret

Jean Moullec a zo deus Perret, 'kichen forest Kaniskan, hag e gont deomp penaos e laoure ar glaouerien a oa o chom eno.

Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :

Lors : Hag 'hend-erell ... er wech ell poé ... poé kontet dein ... doh en dud e oé ir c'hoedaoù a rae glaou koed...

Jean : A rae glaou koad, ya

Lors : Set' gwelet peus ....

Jean : A ya ya ya, gwel' 'm eus, gwel' 'm eus, ya !

Lors : Set' peseurt mod ' laboure er re-sen ?

Jean : Penon' 'mod ' labouraent ... euit komañs 'wize diskaret er c'hoed uit kaoud er c'hoed, ha wize trochet dah ur metr ... wize troc'het dah ur metr a-hed, apeupre

Lors : Ya

Jean : Normal'mant 'oé ur metr 'oé

Lors : Ha peseurt koed 'oé ?

Jean : A pen'non koad ... e der' va' ha kesten ... er sapin 'oé ket mad d'ober ...

Lors : Glaou ?

Jean : Nann

Lors : Nann ?

Jean : Ha ... iraok, iraok komañs er poulliad glaou ... 'raent, lakaent daou vetr a-hed ... daou vetr a ihuelder ... 'lakaent pikedaoù uit ober ur ... ur machin ...

Lors : Ur rond ?

Jean : Ur rond ha ... el tregont pé daou-uigent a dia... a diametr a-dreuz

Lors : Ya

Jean : 'Wize plantet mad in doar, hag ar-lerc'h neuze ‘re a ur metr 'veze laket veze harpet ... 'veze harpet tro-distro.

Lors : Ya

Jean : Uit ober apeupre tri metr a ledander

Lors : Ya

Jean : Ha pe wize disoc'h ... pé wize laket ... disoc'h er c'houchad-sé, vezé laket er c'houchad erell neuze ar lein er re-sé, med neuze 'wize laket in pant

Lors : Ya ?

Jean : Elsé !

Lors : Ya

Jean : Ha pe oé disoc'h, e e e lakaad er c'hoed, neuze 'wize graet motad

Lors : Motad ?

Jean : Motad get get ur ... 'el moé laret dac'h ... klesket 'm eus boud e moé inon dre-sé med m'eus ket kaoued ur « varroch » (marrdrañch?)

Lors : Ur « varroch » peta é sé ?

Jean : 'Zo un dra el... el ur boelon

Lors : Ya

Jean : El un ... el un trañch, el un trañch med e-leh, e-leh boud ‘hed, 'leh boud a-hed 'mañ rond !

Lors : A ya .. ya ya

Jean : Ha rae ... veze graet montad apeupre ar braster d’ur boelon d'ober krampoueh d'ur, d'ur billig ... d'ur billig

Lors : Ya

Jean : Ha wize goleit... wize goleit toud e ... toud er bern ... er bern koed get ... get motad

Lors : A, get motadaoù !

Jean : Get motadaoù weze goleit toud, ha gwesket 'wize 'gaojenn pas ket kaoued aer

Lors : A ?

Jean : Gaojenn harz' harz' an aer a antren ... pe 'wize ...pe 'oé disoc'h an draeu-sen neuze toud toud toud 'wize toud tro-distro weze... 'oé ket mann... 'welaer ket un tamm koed

Lors : Nann

Jean : 'Weler ket ... 'weler ket un tamm koed

Lors : Med un toull 'vezé

Jean : Ha neuze dre en toull 'vezé laket ter pe poder, pé di pé der bailhad glaou alumet, glaou...

Lors : A ya

Jean : Glaou ru' !

Lors : Ya ya ya

Jean : 'Wize laket uit, uit, uit lakaad an tan de grog'

Lors : Ya

Jean : Ya ... ha neuze ur weh ur weh 'veze krog't mad neuze pé 'wize krog't p'oé pe 'wize krog't mad neuze wezé stouvet el lein ' nec'h eué

Lors : A stouvet 'wezé ?

Jean : A beñ ya !

Lors : Med med 'ba ven 'c'hae er moged neuzen ?

Jean : Ar moged 'chome, ar moged ' sortie dre bartout !

Lors : A ya

Jean : Gwel' a raer ar moged i sorti'l dre bartout...

Lors : 'Vel brumenn koa

Jean : Ya


Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :

Lors : Hag a-hend-all ... ar wech all ho poa ... ho poa kontet din ... diouzh an dud a oa er c'hoadoù, a rae glaou koad

Jean : A rae glaou koad, ya

Lors : Setu gwelet ho peus...

Jean : A ya ya ya... gwelet 'm eus... gwelet 'm eus, ya !

Lors : Setu peseurt mod a laboure ar re-se ?

Jean : Peseurt mod a labourent... « euh », evit komañs e veze diskaret ar c'hoad evit kaout ar c'hoad hag e veze troc'het diouzh ur metr... e veze troc'het diouzh ur metr a-hed, apeupre

Lors : Ya ?

Jean : Normalamant e oa ur metr e oa

Lors : Ha peseurt koad e oa...

Jean : A peseurt koad ... « euh » derv, faou ha kistin ... ar sapin ne oa ket mat d'ober ...

Lors : glaou ?

Jean : Nann

Lors : Nann...

Jean : Ha ... a-raok a-raok komañs ar poulliad glaou ... a raent ... a lakaent daou vetr a-hed daou vetr a uhelder ... a lakaent pikedoù evit ober ur ... ur machin ...

Lors : Ur rond ...

Jean : Ur rond ... evel tregont pe daou-ugent a dia... a diametr a dreuz

Lors : Ya

Jean : E veze plantet mat en douar, hag ar-lerc'h neuze ... ar re a ur metr a veze lakaet ... a veze harpet a veze harpet tro-distro

Lors : Ya

Jean : Evit ober apeupre tri metr a ledander.

Lors : Ya

Jean : Ha pa veze disoc'h ... pa veze lakaet ... disoc'h ar c'houchad-se, e veze lakaet ur c'houchad all neuze war lein ar re-se, mes neuze a veze lakaet e pant (« pente ») ...

Lors : Ya ?

Jean : Evel-se

Lors : Ya

Jean : Ha pa oa, pa veze pa oa disoc'h o o o ...lakaat ar c'hoad, neuze e veze graet motad

Lors : Motad ?

Jean : Motad gant gant ur ... evel am boa laret deoc'h ... klasket am eus ... bez am boa unan dre aze mes ne 'm eus ket kavet ...ur « varroch » (marrdrañch)

Lors : Ur « varroch », petra eo se ?

Jean : A zo un dra evel ... evel ur baelon

Lors : Ya ?

Jean : Evel un ... evel un trañch ... evel un trañch mes e-lec'h e-lec'h bezañ ‘hed, e-lec'h bezañ a-hed emañ ront ...

Lors : A, ya ya ya

Jean : Hag a rae ... e veze graet motad apeupre ar braster d’ur baelon d'ober krampouezh ... d'ur... d'ur billig ... d'ur billig

Lors : Ya

Jean : Hag e veze goloet ... e veze goloet tout e ... tout ar bern ... ar bern koad gant ...gant motad

Lors : A, gant motadoù ?

Jean : Gant motadoù e veze goloet tout, ha gwasket a veze a-gaozenn pas kaout aer

Lors : A ?

Jean : A-gaoenn harzañ ... harzañ an aer a antreal ... pa veze ... pa oa disoc'h an traoù-se neuze tout tout tout a veze tout tro-distro a veze ... ne oa ket mann ... ne weler ket un tamm koad

Lors : Nann ?

Jean : Ne weler ket ... ne weler ket un tamm koad

Lors : Mes un toull a veze ...

Jean : Ha neuze dre an toull a veze lakaet teir pe peder ... pe div pe deir bailhad glaou alumet, glaou ...

Lors : A ya

Jean : Glaou ruz !

Lors : Ya ya ya

Jean : E veze lakaet evit, evit, evit lakaad an tan da grogiñ

Lors : Ya

Jean : Ya ... ha neuze ur wech ... ur wech a veze krog mat neuze pa veze krog pa oa pa veze krog mat neuze e veze stouvet al lein en nec'h ivez ...

Lors : A, stouvet e veze ?

Jean : A beñ ya !

Lors : Mes, mes e-barzh venn ez ae ar moged neuze ?

Jean : Ar moged a chome ... ar moged a sortie dre bartout !

Lors : A ya

Jean : Gwelet a raer ar moged o sortial dre bartout...

Lors : Evel brumenn koa

Jean : Ya

 

Auteurs

paypal