STAGE DE BRETON AR FALZ
21-25 Août 2006

au centre de formation de Kergadalen

à Saint-Ségal


Petra eo staj Ar Falz ?

Qu'est-ce que le stage Ar Falz ?

Ur staj war ar yezh

Gant ar c'han, ar c'hentelioù hag ar stalieroù ez eus moien da bep hini da zeskiñ, da beurzeskiñ pe da wellaat e vrezhoneg. Klask a reomp ober gant ar brezhoneg bewech ma vez posubl.

Un stage de breton

Grâce au chant, aux cours et aux ateliers, chacun peut apprendre, réapprendre ou améliorer son breton. Nous nous efforçons d'employer la langue bretonne chaque fois que c'est possible.

Ur staj war ar sevenadur

Dre ar baleadennoù, an diskouezadegoù hag an divizoù diouzh an noz, e kavo pep hini un tañva eus sevenadurioù ar vro : istor, lennegezh, buhez an dud...

Un stage de culture bretonne

A travers les excursions, les débats et les visites d'expositions, chacun aura le loisir de goûter différents aspects des cultures de Bretagne : histoire, littérature, ethnologie...

Evit mont pelloc'h gant ar yezh

Ouzhpenn al liveoù a vez kavet e kement staj, e kinnig Ar Falz ul live uhelloc'h, graet evit ar studierien hag an danvez kelennerien.
Eno, gant alioù tud evel Yvonne Coz, Fulup Plouzane pe Yvon Gourmelon, e vez studiet testennoù lennegel, kazetennerezh, pe c'hoazh poentoù yezhadur resis (fazioù graet gant an nevez-brezhonegerien, liveoù ha stummoù yezh, hag a bep seurt...)

Approfondir l'étude de la langue

Outre les niveaux qu'offrent la plupart des stages de langue bretonne, Ar Falz propose également, à l'intention des étudiants et des enseignants, un cours d'approfondissement.
Sous la houlette d'Yvonne Coz, de Fulup Plouzane ou de Yvon Gourmelon, les stagiaires y étudient des textes de littérature bretonne, ou encore des points de grammaire précis (les erreurs les plus fréquentes, les registres de langage, etc.)


Piv 'ra petra ?

Qui fait quoi ?

Ar c'hentelioù - Les cours

1 - Deraouidi - Débutants Yann-Ber Kemener
2 - Peuzderaouidi - Faux débutants Helle Vigouroux
3 - Pleustriñ war ar yezh - Pratique de la langue Youn an Toer
4 - Evit mont pelloc'h - Approfondissement Yvonne Coz, Yvon Gourmelon

Ar stalieroù - Les ateliers

1 - Anoioù lec'h - Toponymie Albert Deshayes
2 - Kan-ha-diskan - Chant à danser Armañs Tosser
3 - Sevel sketchoù e brezhoneg - Ecrire des sketchs en breton Yvon Gourmelon
Kaset 'vo ar c'han en-dro gant :
Resp. du cours de chant :
Herve Gourmelon

Roll-labour ar sizhunvezh


Lun 21-08

Meurzh 22-08

Merc’her 23-08

Yaou 24-08

Gwener 25-08

9-10

kanañ

kanañ

kanañ

kanañ

kanañ

10-12

Kentel

Kentel

Kentel

Kentel

Kentel

lein





Banne a enor

2eur-4 eur

Gweladenniñ Chapel S . Sebastian ha tro-dro betek ar ster Aon

Mont war roudoù Skrivagnerien ar ster Aon : Lotei, Pleiben

Dañsal Gavotenn mod rouzig

Marie France Rosmorduc

Gwelet ganti

Kreiz-Kêr Kastellin

(Y-B. kemener, Y an Toer)

Daniel Giraudon o kinnig e levr « Taolioù teod ha sach-blev »

5eur 7eur





Rentan-kont

koan





X

8eur30

Beilhadeg evit ar stajidi d'ober anaoudegezh

Prezegenn Francis Favereau

Les écrivains de la vallée de l’Aulne

Skrivagnerien ar Ster Aon

C’hoariva

Strollad Plougin

Beilhadeg

Louis Jacques Suignard

X


Prizoù ha titouroù all

Tarifs et autres infos

Lojeiz ha frejoù pedagogel

Lojet 'vo an dud e kambroù 1 gwele [20 kambr a zo er greizenn nemetken]. Liñserioù ha pallennoù 'vo roet dezho gant ar Greizenn. Ar frejoù lojeiz a vo paeet war-eeun d'ar Greizenn en ur en emgavout eno. Ar frejoù pedagogel (50 euro) 'vo kaset da Ar Falz dre chekenn, gant ar folenn enskrivañ. Ar chekenn-se ne vo ket restaolet (errez hon eus da baeañ).

Priz evit 5 devezh, maget ha lojet : 125,00 euro
Feurmiñ salioù :
35,00 euro
Frejoù pedagogel :
50,00 euro
En holl :
210,00 euro
Evit an dud n'o deus ket c'hoant da vezañ lojet er Greizenn :

Priz evit 5 devezh, pred merenn hepken :
132,50 euro

Hébergement et frais pédagogiques

L'hébergement se fera en chambres individuelles [attention, le centre ne propose que 20 places]. Les draps et couvertures sont fournis par le Centre. Les frais d'hébergement seront à régler directement au Centre à l'arrivée sur place. Les frais pédagogiques de 50 euros seront réglés à Ar Falz à titre d'arrhes (non-remboursables) par chèque joint à la feuille d'inscription.

Prix pour 5 jours, pension complète : 125,00 euros
Frais de location (salles de cours) :
35,00 euros
Frais pédagogiques :
50,00 euros
Total :
210,00 euros
Pour ceux qui ne souhaitent pas loger au Centre :

Prix pour 5 jours, repas de midi :
132,50 euros