STAJ KARAES, 2 HA 3 A VIZ KERZU 2000


Yvon GOURMELON

Notenn : An holl frazennoù merket gant (*) zo un direizhder bennak enne.

I) Nemet - Hepken. Lenn ar pennad.

II) Urzh ar gerioù.

a) Kavet e vez alies urzh gerioù ar galleg er frazennoù gant morse, rak e galleg e vez lakaet alies an adverb a-raok ar participe passé, da skwer : il n'y a jamais eu..., l'appareil est correctement monté, etc. E brezhoneg e vez lennet frazennoù savet war ar patrom-se:

* N'eus morse bet e Breizh a venveg... ( Lizher gant Ofis ar brezhoneg )

* Fustet e oa bet Adrian evel ne oa bet morse fustet ( R. Hemon ).

Frazennoù sius a gaver ivez gant biskoazh, biken, atav, james, etc. An div frazenn uheloc'h a vije da zifaziañ evel-henn : N'eus bet morse e Breizh... pe : Morse n'eus bet e Breizh...hag evit an eil : evel ne oa bet fustet morse.

Da ziwall zo ivez pa droer ur frazenn kadarnaat gant jamais en ur stumm goulenn : avez-vous jamais vu...? Ret eo implij ur wech bennak pe un dro bennak.

* Ha bet oc'h morse e ti an tenner dent ? ( R. Hemon ) zo da vezañ difaziet e giz-mañ :

Ha bet oc'h e ti an tenner dent ur wech bennak ? pe : ha bet oc'h ur wech bennak e ti an t.d. ?

b) Framm ar brezhoneg kador.

Ar brezhoneg kador an hini a veze distaget diwar ar gador-brezeg gwechall, ha bremañ c'hoazh 'm eus em divskouarn frazennoù evel : War ar Golgotha en deus Jezuz Krist skuilhet e wad evidomp etc..., gant ar framm verb skoazell + rener + anv-gwan verb, ur framm estren d'ar brezhoneg komzet. Soñj 'm eus bezañ bet implijet ur frazenn evel-se gwechall, pa oan c'hoazh krennard, hag un amezegez o c'hoarzhin hag o lâret din : "goude ur brezegenn 'giz-se e c'hellez kanañ deomp ar C'hredo", rak eviti hag evit ar vrezhonegerien a-gozh e oa ar brezhoneg kador-se ur brezhoneg mat evit an iliz. Ur wech deuet er-maez, e ranker komz brezhoneg reizh.

Siwazh, bremañ e vez kavet ar framm-se e pep lec'h, war Al Liamm da skwer :

* Un dra vat eo o defe pemp kêr kinniget degemer al lise. ( AL 300 )

* Pell zo avat eo ar mare-se aet da get ( AL 312 )

* M'en deus Abeozen miret al levr-mañ ( AL 312 )

Petra a lavar F. Kervella ? Reiñ a ra daou daou framm, deomp da choaz : ar framm meneget uheloc'h ganin, hag ar framm : verb skoazell + anv gwan verb + rener.

Ha Jules Gros ? Gant Jules Gros e kaver etre 80 ha 100 frazenn e-lec'h ma c'hellfemp kaout ar framm brezhoneg kador 'm eus meneget. Padal, ne vez ket kavet ur wech, pas unan he-unan. Reiñ a ra deomp frazennoù evel : ar person kozh a lavare en doa aochet Sant Efflam... mes neblec'h ne gaver ur framm evel : *en doa Sant Efflam aochet..

War-dro ar bloavezhioù 1975 'm boa graet enklaskoù war ar poent-se. Goulenn a raen gant an dud treiñ depuis que mon père a vendu sa maison...Klevet a raen da gentañ abaoe en deus ... va zad...gwerzhet e di...Neuze e c'houlen daoust hag eñ e lârfent se, ha deus o muskenn e welen 'walc'h ne oant ket kontant gant se. Goude klask e lârent din abaoe en deus gwerzhet ma zad e di, hag aze e santen e oant laouenoc'h. D'ar c'houlz-se e kinnigen dezhe : abaoe m'eo bet gwerzhet e di gant ma zad, ha neuze e veze respontet din : ya evel-just, 'mod-se e lâran, ha n'eo ket 'mod-all.

Berr ha berr, evit echuiñ :

*Abaoe (m')en deus ma zad gwerzhet e di : da viret evit ar sul, etre an aviel hag ar c'hredo.

Abaoe (m')en deus gwerzhet ma zad e di : mat.

Abaoe (m')eo bet gwerzhet e di gant ma zad : mat, an hini stankañ e brezhoneg komzet.

III An nac'hañ pa vez stag an nac'hañ ouzh ur ger all estreget ar verb.

Pa vez stag an nac'hañ ouzh ar verb, ec'h implijer ket. Da skwer, ne ran ket, ne wel ket, (ne) deb(r)a ket (a)n(ezh)añ. Sellet ouzh F.K., § 232-234.

Mut e chom F.K. war an nac'hañ stag ouzh ur ger all. Neuze e ranker lakat pas.

- 'Mod-se 'po ? - O, pas kement-se.

- Bop ivez a oa aze ? - Pas Bop, memestra !

Kemer ane'añ solud, pas gant un dorn hepken !

Implij ket e frazennoù evel ar re-mañ zo ur fazi e-keñver ar yezh. Ne c'heller ket c'hoari cheñch-dicheñch ar gerioù en ur yezh : kemer a rin ur skwer e galleg, peogwir eo yezh vamm an darn vrasañ eus ar re a lenno ar pajennoù-mañ :

Courir à pied, courir à toutes jambes zo galleg mat.

*Courir à tous pieds, courir à jambes zo galleg loukez. Heñvel dra eo evit ar brezhoneg.

Ket a c'hell bezañ implijet gant gerioù all estreget ar verb, mes atav war-lerc'h : diskuizh pe get, e rankemp sevel... Teofil ivez ? - Ket, pas Teofil ! Hag evel-just e vez implijet war-lerc'h ar verb.

IV Displegañ an araogennoù pe nompas ober pa vez daou raganv

Da gentañ un tamm lojik war ster ur frazenn c'halleg : j'ai acheté ceci pour toi et moi. Anat eo emañ da vezañ komprenet : j'ai acheté ceci pour ( toi et moi ), ar pezh a c'hellfemp cheñch en ur skrivañ : j'ai acheté ceci ( pour toi ) et ( pour moi ), pezh a zo galleg reizh ivez. Er c'hontrol, soñjal *j'ai acheté ceci ( pour toi ) et moi ne sinifi mann ebet.

Hevelep kudenn a gaver e brezhoneg, nemet e vez klevet ar fazi : pa skriv Goulven Pennaod " *mousedigoù dister eveldon pe vMirande " (Al Liamm 304 ) en em renter kont en deus c'hoazh G.P. meur a dra da zeskiñ e-keñver lojik ar yezh.

Penaos ober ? Pa vez unsilabennek ar ger, e tispleger an araogenn : An dra-mañ zo dit pe din ? Ne vo ket lâret *an dra-mañ zo da te pe me ? Pa vez div silabenn pe ouzhpenn, e chom dizispleg an araogenn : Komz a ra brezhoneg evel c'hwi ha me ( Goulven Jacq ). An daou all a oa evel c'hwi ha me ( J. Riou ).

Ne vije ket santet evel ur fazi ur frazenn evel an daou all a oa eveldoc'h hag eveldon, nemet ne vez ket lâret dre ma eo re hir.

Er c'hontrefed, frazennoù evel *an daou all a oa eveldoc'h ha me , pe ur frazenn hag a grog evel ar re-mañ :*etrezoc'h ha me, etrezi hag he breur... (R. Hemon) zo euzhadennoù. Ret mat eo skrivañ evel c'hwi ha me, etre c'hwi ha me pe etrezomp hag etre hi hag he breur, etre he breur hag hi.

C'hoarvezout a ra gant an araogennoù, displeget pe get, ar pezh a c'hoarvez gant ar c'hemmadurioù, na vezont ket graet bep gwech : lâret e vez ingal ur plac'h vras, mes ar peurliesañ e vez lâret ur plac'h bras ha kapabl, dre ma eo liammet startoc'h bras gant kapabl eget gant plac'h. Er memes mod, e c'heller lenn : Penaoz em-bije gallet liva ho kwreg heb hi dirazon ? ( J. Riou, Dogan ) pe klevet : N'omp ket prest da c'honit gant te o hont war ma fenn hep ehanañ ( Pgt, bloavezhioù '60 ). En div frazenn-se eo arabat displegañ an araogenn.
 
 

NEMET - HEPKEN
(bet embannet en "Al Liamm")


An notenn-mañ abalamour d'ur fazi a gavan bremañ en un nebeud skridoù, ar meskaj etre nemet, deus un tu, hag hepken pe nemetken deus an tu all. Ar wech kentañ ma 'm boa remerket se e oa gant ar frazenn-mañ, ma 'm eus soñj mat :

Graet e oa bet pannelloù, nemet e brezhoneg.

Komprenet 'm boa evel just e falveze da oberour al lizher komz eus pannelloù hollvrezhoneg, ha koulskoude, ar frazenn skrivet a sinifie dres ar c'hontrefed : graet e oa bet pannelloù, e meur a yezh marteze, met ne oa hini brezhoneg ebet en o zouez.

A) IMPLIJ NEMET, HEPKEN/NEMETKEN

1°) Nemet, araogenn, a sinifi "war-bouez", "ur wech tennet". Da dreiñ e galleg gant sauf, moins.

Kreisteiz nemet pemp.

Tout ar familh nemet da vreur-kaer a oa eno.

C'hwi e ar gwella war-lerc'h Loig ha Loig a oa ar falla nemet un (Y ar Gow)

Ar framm : ger mell resis + anv+ nemet displeget zo da dreiñ e galleg gant le seul : Al labour nemetañ, an hini nemeti.

2°) Nac'hadenn + nemet : a gustum treiñ ar framm galleg : ne...que...

N'am eus kavet nemed diou ( Jul Gros )

An hini n'eo ket aotrou en e vro n'en deus nemed mont en eur vro all hag e vo ( J.G.)

Ha netra nemet glac'har na'm eus bet em buhez (Kan.)

Alies e vez klevet "ken met" e-lec'h "nemet", kazi bep tro e Kernev Izel ha Poher, 60% gant Jul Gros.

Ar re n'o deus ken med kezeg zo fouletoh evid ar re o deus trakteurien (J.G.)

3°) Nemet zo stagell-isurzhiañ, o klotañ gant met, hervez F. Kervella, met kreñvoc'h eget met e verk an enebiezh :

Deuet e oamp d'an eur, nemet n'eo ket an deiz mat e oa.

4°) Hepken pe nemetken a dro ar galleg seulement, uniquement

Un Doue hepken p'ini zo en neñv ( Gousperoù Kerne )

Un Douë hep qen, ur feiz hep qen, ur vadizyand hep qen ( Gregor Rostren )

N'eo ket hepken gant tud eus Pleiben pe a dro-war-dro ( Y ar Gow )

Ar frazennoù gant hepken a c'hell bezañ troet alies en ur mod all gant nac'hadenn + nemet :

Ur silienn hepken 'peus paket ? = ne 'peus paket nemet ur silienn ?

Eñ hepken = den ebet nemetañ

Un dra hepken 'meus disoñjet = ne 'm eus disoñjet nemet un dra ( ha : 'meus ket disoñjet ken un dra, K.I. )

Ar framm "nac'hadenn + nemet " zo kalz stankoc'h eget ar framm " kadarnaat + hepken ".

A-wechoù e c'hell hepken kreñvaat ster ar frazenn da heul nemet :

Evel ne oa etrezomp nemet ur park hepken ( Kan. )
 
 

B) LOJIK AR BREZHONEG : MA, NEMET MA.

Ne 'm bije ket kavet em boa digarez da sevel un notenn ma ne vije ket arriet du-mañ ur bajennad bruderezh evit ul levr jedoniezh em bannet gant Preder, ma kaver enni :

"Daou niver zo par mar ha nemet mard eo mannel o diforc'h"

A-benn lakaat sklaeroc'h en hoc'h empenn petra zo fall en ur frazenn seurt-se, ec'h an da gemer ur skwer all :

Kemeromp daou ober : "gelver" ( ar c'hi ) a vo an ober P

"dont" ( evit ar c'hi ) a vo an ober Q

Ar bommoù hag ar frammoù saozneg a gavoc'h da heul eo ar re a vez kavet en holl oberennoù al lojikourion en XXvet kantved abaoe B. Russell. ( Principles of Mathematics )

1°) Dont a ray ma c'halvez anezhañ

Q P

Ar frazenn-se a glot gant ar framm " If P then Q ", pe c'hoazh dindan ur stumm all : " Not both P and not-Q ", rak ar pezh ne c'heller ket kaout eo P ( gelver ar c'hi) ha nann-Q ( ar c'hi o chom hep dont. ) war un dro.

Komzet e vez eus conditional pe implication e szg, eus embleg e bzg

2°) Ne deuio nemet ma c'halvez anezhañ = dont a ray hepken ma c'halvez anezhañ ( framm treuzfurmet hervez A) 4°))

Klaskomp kompren ar frazenn-mañ gant ar framm not both.... Ar pezh ne c'heller ket kaout eo gwelet ar c'hi o tont hep bout bet galvet, setu hon eus amañ : not both Q and not-P, ar pezh a glot c'hoazh gant an embleg. : If Q then P., rak ma teu ar c'hi, ec'h omp sur eo bet galvet.

3°) Dont a ray nemet ma c'halvez anezhañ.

Ne c'heller ket kaout an daou ober "dont" ha "gelver" war un dro : ma vez galvet ar c'hi ne deu ket, met dont a ra a-hend-all. Amañ hon eus ar pezh a vez graet "non-conjonction" anezhañ gant Russell, hag a glot gant ar framm : not both P and Q.

4°) E c'heller lakaat 1°) ha 2°) asambles . " Dont a ray ma c'halvez anezhañ, ha ma c'halvez anezhañ hepken ". War un dro hon eus If P then Q hag If Q then P.

Graet e vez bi-implication pe biconditional eus se e szg

NE C'HELLER KET LAKAAT 1°) HA 3°) ASAMBLES : Ma vez skrivet pe lavaret : *"Dont a ray ma c'halvez anezhañ ha nemet ma c'halvez anezhañ", pa vez galvet ar c'hi, e rank dont ( abalamour da 1°) ha chom hep dont ( abalamour da 3°). Ur frazenn seurt-se n'he deus ster ebet, ha koulskoude ez eo ar pezh a gavomp war levr jedoniezh Preder, ur frazenn hag a ra ar meskaj etre an daou nemet ma a gaver en 2°) ha 3°).

Adkemeromp ar frazenn jedoniezh, ha troomp anezhi e div yezh all :

Daou niver zo par mar ha nemet mard eo mannel o diforc'h.

Two numbers are equal if and except if their difference is equal to zero.

Deux nombres sont égaux si et sauf si leur différence est égale à zéro.

Seurt frazennoù a vez graet senseless statements anezhe gant B. Russell, dre ma lakaont en-kevatal un dra hag a c'hell bezañ gwir ( "daou niver zo par", lakaomp 3/2 = 1.5 ), hag un dra na c'hell ket bezañ gwir dre e natur peogwir e rank plegañ da zaou ziviz kontrol ( ma... ha nemet ma...)

Eus pelec'h e c'hell dont ur seurt fazi ? Moarvat eus ar galleg. An deiz all, e kleven ur ministr eus republik Bro-C'hall - ra vezo meulet - o tistagañ : Qu'est-ce qu'on voit ? On voit que des jeunes enthousiastes, que des jeunes prêts à travailler,etc etc. Gwir eo ne c'heller ket treuzkompren ur seurt frazenn e galleg, rak que ha sauf ne c'hellont ket bezañ mesket. E brezhoneg eo kalz grevusoc'h ar fazi gant treuzimplij ar ger nemet peogwir e lavarer ar c'hontrol rik eus ar pezh a soñjer.

Evit klozañ, un nebeud frazennoù dastumet amañ hag ahont diwar-benn ar yezh :

Harzoù ma yezh harzoù ma bed ( Wittgenstein, Tractatus 5-6)

Pal ar brederouriezh eo sklaeraat ar yezh en un doare lojik ( Wittgenstein, Tr. 4-112)

Evel m'o deus komzet ha skrivet gwechall ar re a ouie mat ar yezh, evel-se ez eus c'hoazh da gomz ha da skrivañ ( Maodez Glanndour, AL 206, p 268)

Yann GERVEN, 25 IV 1998


(c) Ar Falz, Décembre 2000 -- Adressez vos commentaires à arfalz@yahoo.fr