Mont a raio kuit
Goulc’han Kervella – Ar Vro Bagan
Er gêr, e-barzh an ti, war-dro unnek eur vintin, emañ an tad hag ar vamm, oc’h aozañ o zraoù evit mont d’an aod. Reverdi vras a zo. Evit klask gweltrez ha kregin, e-penn kentañ an hañv. Laouen int. Ar pellgomz o seniñ. O mab triwec’h vloaz eo, echu e studioù keginerezh e Kemper, bet e vachelouriezh, emañ o labourat en ur pred-ti e Kastellin. Komzoù iskis a zo gantañ : tud a zo o klask lazhañ anezhañ. Mantret eo ar vamm hag an tad. Kerkent ez eont da Gastellin. Pennfollet eo ar mab, ur gontell vras a zo gantañ, kuzhet dindan e chupenn. Evit en em zifenn. Trumm eo c’hoarvezet e varrad follentez. Mestr ar pred-ti n’en doa merzhet netra ken ha neuze, panefe e oa bresk ar paotr yaouank. Kalet eo ar vicher-se, emezañ. Kaset eo ar mab d’ar gêr gant e dud. Galvet ar medisin. O klevet e gomzoù hag e zoareoù iskis e laka ar medisin da vezañ degemeret en ospital Boharz, ur c’hlañvdi evit ar c’hleñvedoù-spered. « Gant ar c’hleñved skizofreni emañ ho mab ! »
Un tarzh-kurun spontus en o buhez. Dalc’het eo ar mab er c’hlañvdi. Evit an tad. Sikan gant ar vamm. Klask a ra ar mab bevañ gant e gamaladed evel kentoc’h. gwareziñ anezhañ, komz pell hag hir gantañ, ha lakaat louzeier da sioulaat ha da c’hellout bevañ adarre e-touez an dud. Cheñchet eo buhez e dud ivez, penn-da-benn. Gwellañ ma c’hellont e reont war-dro o mab. Darempredoù diaes. Kablus ec’h en em gav N’eo ket aes. Trenket e spered, fallaet an darempredoù. E gorf a zo deuet da vezañ disheñvel ivez, lartaet eo diwar al louzeier, diaes dezhañ komz. N’en deus ket plijadur er vuhez ken.Lakaet eo da zeskiñ ur vicher all – e Muzillac – liorzhour. N’en em blij ket. Dont a ra en-dro d’ar gêr. Bevañ-bevaik. Klask a ra en em zistrujañ, en ur lammat e kanol an Aber-Ac’h, diwar ar pont nevez. Dioutañ e-unan ez a da Voc’harz pa ne ya ket mat gant e spered.
Seizh vloaz e pad ar vuhez-se. Un dervezh diouzh an abardaez e kav ar vamm anezhañ stag ouzh ar groug e trepas an ti. Harpet gant o div verc’h e klask an tad hag ar vamm talañ ouzh an dic’hoanag (dizesper). Diskregiñ a ra an tad diouzh e vicher, evit ober ul labour all. Kemer a reont perzh e bodadegoù kerent kollet bugale ganto diwar-goust ar c’hleñved-se. Stourm a reont evit sikour an dud c’hlac’haret. Stourm a reont a-enep an «emlazh». A-nebeudoù e tigresk ar glac’har, hep steuziañ da vat. Deskiñ a reont bevañ gant ar mab marv. Livañ a ra an tad e di gant livioù melen ha glas, liv an heol, an oabl hag ar mor.
Date de parution : février 2022
Type : pièce de théâtre
ISBN : 978-2-36758-134-7
Nombre de pages : 96 pages
Format : 12,0 x 18,5 cm, couverture souple, impression noir et blanc
Le prix initial était : 9,00 €.8,55 €Le prix actuel est : 8,55 €.
Vous aimerez peut-être aussi …
-
Promo !
Romains d’Armorique
Le prix initial était : 27,00 €.25,65 €Le prix actuel est : 25,65 €. -
Promo !
Louarn ar skol – Le renard de l’école
Le prix initial était : 15,00 €.14,25 €Le prix actuel est : 14,25 €. -
Promo !
Des notables léonards dans la Révolution
Le prix initial était : 20,00 €.18,90 €Le prix actuel est : 18,90 €. -
Promo !
Manuel de savoir-vivre sous la pluie en Bretagne
Le prix initial était : 12,00 €.11,40 €Le prix actuel est : 11,40 €. -
Promo !
Che, malevurus !
Le prix initial était : 12,00 €.11,40 €Le prix actuel est : 11,40 €.